en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Kenavo Herri Morvan...

Kenavo Herri Morvan...

Goude François e 2012 hag Yvon e 2022 e oa aet Herri, breur diwezhañ ar vreudeur Morvan, d’an anaon disadorn, d’an oad a 93 vlez.

Paotred o rochedoù karezennet a oa hag a chomay mil vrudet er vro. Oberiant etre 1958 ha 2019, kanet o deus kan-ha-diskan ouzhpenn 3000 gwezh àr al leurennoù.

An triad a orin deus Sant-Nigouden kostez Kallag, n’oa ivez ur breur, Yves, n’oa kanet ganto er penn-kentañ, hag ur c’hoar, Marie. E ti ar re Morvan, kanañ oa un afer familh, kaset a rummad da rummad.

Setu un tamm dielloù a Radio Kreiz Breizh bet adaozet get Aodren Trehin. Herri Morvan 'oa bet aterset e 2010 get Yann-Bêr Gwiader en abadenn « Tud deus ar Vro », « Ar Vreudeur Morvan, un hanter kantved kan-ha-diskan ». El ‘vez lâret, Ra vo skañv an douar dezhañ.

(Herri Morvan a zo a-zehoù àr ar skeudenn)

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio